No wave a zo ul luskad sonerezh bet krouet e karter Lower East Side (New York) e 1977. Diazezet eo anv al luskad war un dastumadeg bet embannet gant Brian Eno er memes koulz, "No New York" he zitl, hag enni tonioù savet gant pevar strollad sonerezh disheñvel. Ar sonerezh no wave a zo taer, trouzus ha kalet. Er c'hanaouennoù no wave n'eus ket anv eus kan/diskan, met kentoc'h eus tonioù savet war an tomm, diempredet ha disakord. Tost ouzh ar sonerezh punk eo evit a sell ouzh ar c'hoariellerezh. E-touez an nebeud burutellerien a vroudas ar sonerezh no wave emañ Yves Adrien (pennadoù a savas er mare-se er gelaouenn Rock'n'Folk).